Mouezh Paotred Breizh

Choeur d'hommes de Bretagne

Crédit photo: Michel Thierry

Hor penn laz-kanañ

Gant Jean-Marie AIRAULT eo renet Mouezh Paotred Breizh abaoe m’eo bet krouet.

E Pariz e oa bet ganet e 1950. Kresket en deus en ur familh awenet gant ar sonerezh a remziad da remziad.

De 8 vloaz ez eas da skol Kanerien Vihan an Ostel Mayenne e Pariz, ha war un dro e krogas da ganañ gant Kanerien Vihan o C’hroaz-Koad, renet gant an Ao Maillet. En daou strollad-se e chomas betek 1963.

Kaner bariton e teuas da vezañ goude-se, gant Korioù Bach (les Chœurs Bach), e Pariz, betek 1968.

E 1969 en em gavas e Breizh. Eno e talc’has da ganañ gant meur a laz breizhek, evel en Oriant, ma’z eas da vestr evit ar wech kentañ, d’an oad a 24 bloaz, e penn laz-kanañ Santez-Sesil.

E 1977 e oa Jean-Marie Airault unan eus ar re a grouas Kanerion an Oriant, ul laz-kanañ ennañ paotred ha merc’hed hag a gan e brezhoneg. Betek 1997 e voent renet gantañ, ha troiadoù niverus a reas ganto.

Gant red ar vuhez eo en em gavet e penn meur a laz-kanañ all goude-se : Mouezh Bro Konk e Konk-Kerne, eus 1998 da 2006 ; laz-kanañ Kreizenn Vreton an Arz Pobl e Brest, eus 1998 da 2006 ; al Laz-mouezhioù Merc’hed en Oriant, abaoe 2000.

E 1993 e krogas e avantur gant Mouezh Paotred Breizh en ur respont d’ar gevredigezh "The World Choir", a ginnige krouiñ ur strollad paotred evit dileuriañ Breizh e bodadeg Atlanta (USA). Lañset ha kalonekaet eo bet ar strollad gant an darvoud meur-se. E Frañs hag en estrenvro en deus graet un toullad sonadegoù abaoe, ha deuet eo da vezañ un dave war tachenn ar c’han hag ar c’hrouiñ e brezhoneg.

Jean-Marie Airault zo kendiazezer Kanomp Breizh, Kevread al lazoù-kanañ e brezhoneg. Sonaozour ha kendoner eo ivez, ha stummañ a ra ivez pennoù laz-kanañ yaouank.

Trugarez da

Kuzul-rannvro Breizh, Ti-kêr Karaez ha France Bleu Breizh Izel a skoazell Mouezh Paotred Breizh.