Mouezh Paotred Breizh

Choeur d'hommes de Bretagne

Crédit photo: Ancre digitale - 35 Cancale

Un avantur denel

Mouezh Paotred Breizh zo istor ur strollad mignoned, abaoe tost da 30 vloaz, lorc’h enno o vezań Breizhat ha gwriziennet don e Breizh. Unanet hag entanet int holl gant an hevelep tra : ar c’hanerezh a-gor liesvouezhiek.

Bez’ eo ivez istor un engouestl evit sevenadur Breizh, anezhań ur sevenadur bev, digor war ar bed, mesket ennań an hengoun hag ar vodernelezh. He yezh, hec’h istor, he glad, he c’hredennoł, he barzhed hag he sonerien, he maezioł hag ar mor... n’emaint ket pell en hon oberennoł morse.

Bez’ eo erfin un istor bevet asambles gant an dud. Ar mouezhioł paotred, dous a-wechoł, kreńv gwechoł all, a zegas entan, from pe levenez d’ar selaouerien. Bepred e pedont anezho da veajiń.

Ur c’havell etrebroadel

E 1993 he doa bodet ar gevredigezh "The World Choir" korioł paotred deuet eus Kembre, Bro-Saoz, Kanada hag Aostralia. Ur bedadenn he doa lańset neuze evit ma vefe krouet unan e Breizh hag a gemerfe perzh en un abadenn veur er bloaz war-lerc’h .

Ur sapre difi e oa ar bedadenn-se, rak n’eo ket ar c’horioł paotred un hengoun en hor bro. Diwar atiz Jean-Marie Airault ha Jean-Pierre Prémel ez eus bet bodet un tregont kaner bennak, deuet eus lazoł-kanań kemmesk a Vreizh. A-lazh-korf en deus labouret ar strollad nevez e-pad un nebeud mizioł. E 1994 e oa prest ur programm, ha gant-se e c’hallas mont da Atlanta (USA) da zileuriań Breizh.

Ur sapre difi e oa ar bedadenn-se, rak n’eo ket ar c’horioł paotred un hengoun en hor bro. Diwar atiz Jean-Marie Airault ha Jean-Pierre Prémel ez eus bet bodet un tregont kaner bennak, deuet eus lazoł-kanań kemmesk a Vreizh. A-lazh-korf en deus labouret ar strollad nevez e-pad un nebeud mizioł. E 1994 e oa prest ur programm, ha gant-se e c’hallas mont da Atlanta (USA) da zileuriań Breizh.

Breizhat penn-da-benn

Gant ar c’han, an dańs, ar sonerezh hag ar c’hontadennoł e c’heller treuzkas an istor. Adkavet e vezont hed-ha-hed darvoudoł pouezus ar vuhez. Ar brezhoneg zo ur binvidigezh hag un elfenn greńv eus hon identelezh.

Breizhat ha digor war ar bed eo al laz-kanań. Gant e veajoł, e Frańs hag en estrenvro, ha gant e gejadennoł ez eo e bal bezań kannad Breizh ha reiń da glevet, fouge ennań, hec’h istor, he douar, he yezh, he c’hredennoł hag he sońjoł.

Hengoun ha modernelezh

Tonioł hengounel eus Breizh hag eus Kembre a ya d’ober ar braz eus an oberennoł kanet gant Mouezh Paotred Breizh.

Enoriń a ra ar skrivagnerien, ar varzhed hag an droerien a Vreizh, en ur reiń lec’h d’ar gwellań aozourien ha kempennerien sonioł eus ar vro.

Hep treiń kein d’an hengoun james en em zigor d’ar vodernelezh en ur zegemer labour oberourien ha sonaozerien yaouank.

Ul laz-kanań dibar

Ouzhpenn 130 kaner o deus sikouret da ziorren al laz-kanań abaoe ma’z eus anezhań. Degaset o deus-holl ampartiz ha birvilh, pep hini en e zoare.Un hanter-kant bennak a ganerien hag a sonerien a zalc’h bremań gant oberenn o diagentourien, heńvel o youl atav. Dont a reont-holl eus a bep korn a Vreizh pe, pa lavaran mat, eus pemp departamant Breizh...

Ul laz-kanań dave

Mouezh Paotred Breizh zo aet tamm-ha-tamm war-raok, gant pasianted. En ur ober ouzhpenn 30 vloaz eo deuet da vezań un dave a galite evit al lazoł-kanań brezhonek. Bep bloaz e kan ur pemzek bennak a sonadegoł, un tammig e pep lec’h e Breizh (evel, da skouer, e Festival Kerne e Kemper hag e Festival Etrekeltiek an Oriant) met ivez e Pariz ha tro-dro, en Elzas, en Euskadi, e Lyon, e Touren, e Loren, e Bearn, er Vogezioł… Ouzhpenn-se e vez troiadoł en estrenvro : Kembre, Iwerzhon, Asturiez, Latvia, Republik Tchek, Bro-Saoz, Suis, Italia, Skos, Polonia….

Kampion Breizh

Bep bloaz e kemer perzh Mouezh Paotred Breizh e kampionad Breizh al lazoł-kanań brezhonek, aozet gant ar gevread Kanomp Breizh e Landerne da-geńver ar festival Kan al Loar.

E 2003 e oa aet Priz ar C’hrouiń gant Mouezh Paotred Breizh evit e ganadeg "Kan glaz ar sklźrijenn".

E 2008, 2012, 2015, 2016, 2018, 2019 ha 2022 e oa aet da Gampion Breizh (kentań rummad).

Trugarez da

Kuzul-rannvro Breizh, Ti-kźr Karaez ha France Bleu Breizh Izel a skoazell Mouezh Paotred Breizh.