Mouezh Paotred Breizh zo istor ur strollad mignoned, abaoe tost da 30 vloaz, lorch enno o vezań Breizhat ha gwriziennet don e Breizh. Unanet hag entanet int holl gant an hevelep tra : ar chanerezh a-gor liesvouezhiek.
Bez eo ivez istor un engouestl evit sevenadur Breizh, anezhań ur sevenadur bev, digor war ar bed, mesket ennań an hengoun hag ar vodernelezh. He yezh, hech istor, he glad, he chredennoł, he barzhed hag he sonerien, he maezioł hag ar mor... nemaint ket pell en hon oberennoł morse.
Bez eo erfin un istor bevet asambles gant an dud. Ar mouezhioł paotred, dous a-wechoł, kreńv gwechoł all, a zegas entan, from pe levenez dar selaouerien. Bepred e pedont anezho da veajiń.
E 1993 he doa bodet ar gevredigezh "The World Choir" korioł paotred deuet eus Kembre, Bro-Saoz, Kanada hag Aostralia. Ur bedadenn he doa lańset neuze evit ma vefe krouet unan e Breizh hag a gemerfe perzh en un abadenn veur er bloaz war-lerch .
Ur sapre difi e oa ar bedadenn-se, rak neo ket ar chorioł paotred un hengoun en hor bro. Diwar atiz Jean-Marie Airault ha Jean-Pierre Prémel ez eus bet bodet un tregont kaner bennak, deuet eus lazoł-kanań kemmesk a Vreizh. A-lazh-korf en deus labouret ar strollad nevez e-pad un nebeud mizioł. E 1994 e oa prest ur programm, ha gant-se e challas mont da Atlanta (USA) da zileuriań Breizh.
Ur sapre difi e oa ar bedadenn-se, rak neo ket ar chorioł paotred un hengoun en hor bro. Diwar atiz Jean-Marie Airault ha Jean-Pierre Prémel ez eus bet bodet un tregont kaner bennak, deuet eus lazoł-kanań kemmesk a Vreizh. A-lazh-korf en deus labouret ar strollad nevez e-pad un nebeud mizioł. E 1994 e oa prest ur programm, ha gant-se e challas mont da Atlanta (USA) da zileuriań Breizh.
Gant ar chan, an dańs, ar sonerezh hag ar chontadennoł e cheller treuzkas an istor. Adkavet e vezont hed-ha-hed darvoudoł pouezus ar vuhez. Ar brezhoneg zo ur binvidigezh hag un elfenn greńv eus hon identelezh.
Breizhat ha digor war ar bed eo al laz-kanań. Gant e veajoł, e Frańs hag en estrenvro, ha gant e gejadennoł ez eo e bal bezań kannad Breizh ha reiń da glevet, fouge ennań, hech istor, he douar, he yezh, he chredennoł hag he sońjoł.
Tonioł hengounel eus Breizh hag eus Kembre a ya dober ar braz eus an oberennoł kanet gant Mouezh Paotred Breizh.
Enoriń a ra ar skrivagnerien, ar varzhed hag an droerien a Vreizh, en ur reiń lech dar gwellań aozourien ha kempennerien sonioł eus ar vro.
Hep treiń kein dan hengoun james en em zigor dar vodernelezh en ur zegemer labour oberourien ha sonaozerien yaouank.
Ouzhpenn 130 kaner o deus sikouret da ziorren al laz-kanań abaoe maz eus anezhań. Degaset o deus-holl ampartiz ha birvilh, pep hini en e zoare.Un hanter-kant bennak a ganerien hag a sonerien a zalch bremań gant oberenn o diagentourien, heńvel o youl atav. Dont a reont-holl eus a bep korn a Vreizh pe, pa lavaran mat, eus pemp departamant Breizh...
Mouezh Paotred Breizh zo aet tamm-ha-tamm war-raok, gant pasianted. En ur ober ouzhpenn 30 vloaz eo deuet da vezań un dave a galite evit al lazoł-kanań brezhonek. Bep bloaz e kan ur pemzek bennak a sonadegoł, un tammig e pep lech e Breizh (evel, da skouer, e Festival Kerne e Kemper hag e Festival Etrekeltiek an Oriant) met ivez e Pariz ha tro-dro, en Elzas, en Euskadi, e Lyon, e Touren, e Loren, e Bearn, er Vogezioł Ouzhpenn-se e vez troiadoł en estrenvro : Kembre, Iwerzhon, Asturiez, Latvia, Republik Tchek, Bro-Saoz, Suis, Italia, Skos, Polonia .
Bep bloaz e kemer perzh Mouezh Paotred Breizh e kampionad Breizh al lazoł-kanań brezhonek, aozet gant ar gevread Kanomp Breizh e Landerne.
E 2003 e oa aet Priz ar Chrouiń gant Mouezh Paotred Breizh evit e ganadeg "Kan glaz ar sklźrijenn".
E 2008, 2012, 2015, 2016, 2018, 2019, 2022 ha 2024 e oa aet da Gampion Breizh (kentań rummad).