Mouezh Paotred Breizh

Choeur d'hommes de Bretagne

Crédit photo: Mouezh Paotred Breizh
-->

Dont da ganañ ganeomp

Ingal e vez degemeret kanerien nevez gant Mouezh Paotred Breizh, evit kreñvaat peder rann al laz-kanañ, asuriñ e amzer-da-zont ha chom niverus a-walc’h bepred. .

Marteze ho peus bet soñj dont da ganañ ganeomp dija ? Setu un nebeud traoù mat da c’houzout evit sikour ac’hanoc’h da ober ho tiviz:

Evit an danvez kanerien:

  • Bez’ e c’haller kanañ betek forzh peseurt oad, met ret eo bezañ yac’h a gorf memes tra
  • N’eo ket ret gouzout diouzh ar sonerezh pe bezañ bet kanet a-stroll dija, met dav eo karout kanañ ha kaout plijadur ouzh en ober da vihanañ,
  • Bezañ mennet ha entanet gant ar c’han,
  • Bezañ gouest da labourat e-unan,,
  • Bezañ a-du gant palioù ha raktresoù ar gevredigezh,
  • Prometiñ da gemer perzh er pleustradegoù miziek (peurliesañ e vez e Karaez d’ar Sul kentañ eus ar miz),
  • Mont da ganañ d’ar sonadegoù (ur pemzek bennak bep bloaz) pa vo deuet ar mare..

Ar gevredigezh, diouzh he zu, zo o vont da :

  • Degemer ac’hanoc’h diouzh ar gwellañ, evel breudeur, en un aergelc’h plijus,
  • Sikour ac’hanoc’h da zeskiñ ar c’hanaouennoù pe ar brezhoneg,,
  • ourchas un hentenn dibar deoc’h evit labourat war ar skridoù-sonerezh, dre urzhiataer, gant harp ur meziant,
  • Kinnig doareoù kenweturiñ deoc’h evit mont d’ar pleustradegoù ha d’ar sonadegoù.

Na chomit ket da dermal ha goulennit diganeomp evit gouzout hiroc’h pe resisoc’h. Deuit da ober anaoudegezh ganeomp da-geñver ur sonadeg pe ur bleustradeg.

Chom a ra deoc’h da ober ar c’hentañ kammed: kit e darempred, hep gortoz hiroc’h, gant mestr al laz-kanañ:

Jean-Marie Airault

tél. 02.98.39.73.52

jm.airault@choeurdhommesdebretagne.bzh

Trugarez da

Kuzul-rannvro Breizh, Ti-kêr Karaez ha France Bleu Breizh Izel a skoazell Mouezh Paotred Breizh.